/images/spectacle.jpg

Un istor nevez gant Bagad Brieg evit ur c’houlzad nevez. Koulzad ar c’hañv ha kavout ur roue nevez…

Tridal a ra ar c’horn-boud el latar ha ne weler nemet rodenn ar gouloù er brazouerioù. Keleier fall zo dre ar c’hontre evit ar meuriad, doan bras o deus. Ur bobl bac’het a zo chomet pell eus ar c’hêrioù abaoe pell, a zo lonket gant marv ar roue. O roue.

Evit enoriñ ar roue marvet e tiskenn ar meuriad betek kêr evit kemenn ar c’heloù d’an dud. E penn-kentañ an dibunadeg emañ ar janglerien-tan hag ez a ar ramzed gant meskajar gwiskamantoù zo bet lakaet a-ratozh.

Pa zegouezhont war blasenn ar gêriadenn e vezont degemeret gant youc’hadennoù ur bobl laouen da zigeriñ ur c’houlzad ma vo an holl asambles. Merket eo lusk al lid gant gitaroù tredan, gitaroù boud ha toumperezhioù. Poent eo kavout an hini a dape an heul avat. Piv ‘vo ? Piv ‘ta ?

«Marv eo ar roue, bevet ar roue !», eme mestr al lid p’emañ ar roue yaouank war e gador, a zo douget gant gwarded, o tremen e-mesk an dud bamet.

Eus ar wrizienn d’ar vojenn

Gwechall e veze lidet Rouanez Kerne, rouanez pobl an dañs, e Kemper e-pad an hañv. Siwazh ne oa den ebet war gador roue ar sonerien. E fin an eil milved e voe lakaet JC 1añ da roue gant Bagad Brieg, krouer dinastiezh Rouaned Kerne eo a zo azeulet gant ar sonerien hag an doumperien e Bro-C’hlazig. Nouspet hengoun warn-ugent zo bet a ren da ren.

E-touez ar bagadoù eo Briegiz hag o deus ar brud da vezañ souezhus-eston, ar pezh a weler mat en arvest-se a zo arouezus eus o ene dispac’hour. Taboulinoù, bombardoù, binoù bras ar bagad a sko ar pavez asambles gant Kompagnunezh Sonjévéyés (tud a-vicher evit an arzoù-tan hag an arzoù-straed), en un aergelc’h faltazius ma klever tonioù keltiek, toserezhioù greantel ha gitaroù tredan.

Gwelet a reer levezon kêr ha hengounel ar strollad gant ar c’hlinkadurioù, ar gwiskamantoù, an aergelc’h a-fet kleved ha gweled.

Grit anaoudegezh gant an arvest-se, dibunadeg al lez liesliv, ar sakramant gant lidoù souezhus ha merk dibar identelezh arzel Bagad Brieg.

Bagad Brieg
Plasenn Ruthin
29510 BRIEC
bagadbrieg.bzh

Darempred

* Ret

Merci pour votre message.

Erreur(s):

Bagad Brieg